en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'al Lun 18 a viz Meurzh 2024

Keleier ar vro d'al Lun 18 a viz Meurzh 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier mintin-mañ gant Anton Burel.

 

Taol Grenn war an deskadurezh aozet gant Eskolim

 

Suraat an deskadurezh dre soubidigezh… Sed aze tem an daol grenn 'oa aozet gant Eskolim disadorn 'bar Relecq-Kerhuon da geñver emvod meur ar gevredigezh. Ur gevredigezh hag a voda ar skolioù e yezhoù bro dre soubidigezh a ya en dro 'bar C'hwec'hkorn: Seaska 'ba Bro Euzkadi an hanternoz, Calandreta 'ba Bro Okitania, La Bressola 'ba Bro gKatalunia, Scola 'ba Korsika, ABCM-Zweisprachigkeit 'ba Bro Elzas ha Diwan 'ba Breizh. Prederiet eo an izili eus ar gendevread skolioù gant o dazont. E mesk an dodennoù e ranker mont war raok ganto eo reiñ ur statud d'hor yezhoù. Hag evit Pol Molac, depute Liot er Vodadenn vroadel, 'zo ur prenestr er mare mañ evit mont war raok war dachenn ar gwir.

 

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

 

Foar Bio e Landerne

 

War digresk eo aet marc'had ar bio 'ba Frañs e-kerzh ar bloavezhioù tremenet ha dreistholl e 2021 ha 2022. E touez an abegoù zo lakaet war wel emañ ar c'holl galloud prenañ ha c'hwezhadur ar prizioù zo anduret gant an dud dre vras. Aet eo ar gwerzhioù produioù bio 'bar stalioù bras… sur deoc'h. Met penaos emañ an traoù gant ar stalioù bihanoc'h hag an artizaned. E kerzh an dibenn sizhun 'mañ  e oa aozet ar 26 Foar Bio 'ba Landerne. Muioc'h 'vit 100 diskouezher 'oa war blas. Muioc'h a stalioù 'nefe gellet an aozerien degemer… Selaouomp, da gentañ, Klervi an Intañv zo e-touez an aozerien.

 

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard



Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :

- Dilennet eo bet ar prezidant Vladimir Poutine en-dro

- Emgannoù e Ospital Al Chifa e Gaza

- Tolpadeg en Arvor evit enebiñ ouzh ar raktres 

- Skipailh Bro Felger Basket a yelo da gourfenn Kib Frañs Basket

- Disoc'hoù ar c'hrogadoù melldroad a zo bet e-pad an dibenn-sizhun

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio