en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 15 a viz Meurzh 2024

Keleier ar vro d'ar Gwener 15 a viz Meurzh 2024

Keleier embannet ar beure-mañ gant Tomaz Laquaine

 

Plougastell : kêrbenn ar skate-board !

2500 metrad karrez gouestlet d’ar sportoù ruilh ! A-Benn disadorn e vo digoret ar skate-park diabarzh nevez-flamm a zo bet savet ‘ba Plougastell-Daoulaz. Unan eus re wellañ ‘ba Bro-c’hall eo ar sal a zo meret gant ar gevredigezh PLO. Dibabet eo bet gant Kevread skate ar c’hwec’hkorn evit bout ur greizenn stummañ ofisiel. Ha gallout a raio bout degemeret skipailhoù etrebroadel a deuio da brientiñ ar C’hoarioù Olimpek a vo ‘ba Pariz a-benn an hañv, soñjit ‘ta ! 
Frouezh 6 vloavezh a labour eo ar sal skate nevez ha frouezh... pemp milion a euroioù bet postet gant kêr Blougastel-Daoulaz hag ensavadurioù lec’hel all evit gellout sevel anezhi. Displeget en deus Dominig Cap a zo maer ar gumun eo deuet ar soñj ramplas ar sal skate kozh pa oa bet lâret dezhañ gant skaterien Plougastell  e vefe ar sport ruilh-se ‘ba programm ar C’hoarioù Olimpek e 2024.

Ur reportaj gant Erwan Blanchard.

 

Prizioù ar brezhoneg e 2024, e kêr an Naoned !

Dec’h da noz ho poa bet tro da sellet ouzh ar Prizioù war Frañs 3 Breizh marteze a-walc’h. Enoret e oa bet an dud hag ar frammoù o deus graet traoù evit dazont ar brezhoneg evit ar bloaz. Evit ar wech kentañ e istor ar Prizioù e oa bet aozet en Naoned, er sal Paol Fort. Gant Heklev Podkast eo aet ar priz kentañ e rummad ar c’hevredigezhioù. Honnezh zo ur savenn da selaou podkastoù e brezhoneg. E rummad ar strollegezhioù eo aet ar maout gant kêr Laozag e Bro Ereg. Emmanuel Roy en deus bet ar priz kentañ e rummad an oberennoù kleweled evit e film Penn kil ha troad. E rummad an embregerezhioù eo an strilherezh Warenghem he deus bet ar priz evit bezañ troet e lec’hienn e brezhoneg ha sinet ar garta Ya d’ar Brezhoneg. Ar strollad Barba Loutig zo bet enoret evit he fladenn « Blev ». Ha Herve ar Beg en deus resevet ar priz e rummad al levrioù faltazi evit e levr « Amiraled Kab-horn ». A-raok selaou anezhañ selaouomp brezhonegerez ar bloaz, an ortofonourez Nolwenn Disez a ginnig kuzuliadennoù e brezhoneg…

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel.

 

Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :

- War-gresk ec'h a an niver a dud lazhet e bandenn Gaza

- Ul lezenn amnistiezh evit an dizalc'hourien gatalan votet e Madrid

- Stourm Strollad souten gouzañverien al louzoù-chimik o kenderc'hel

- Daou ostilh nevez da lakaat sikour kaout muioc'h a verc'hed war al leurennoù

- Lañset ar C'horrika eus Irun dec'h !

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio