2500 metrad karrez gouestlet d’ar sportoù ruilh ! ‘Benn disadorn ‘vo igoret ar skate-park diabarzh nevez flamm zo bet savet ‘ba Plougastell-Daoulaz. Unan eus re wellañ ‘ba Bro-C’hall eo ar sal zo meret gant ar gevredigezh PLO. Dibabet eo bet gant Kevread skate ar c’hwec’hkorn evit bout ur greizenn stummañ ofisiel. Ha gallout a raio bout degemeret skipailhoù etrebroadell a deuio da brientiñ ar C’hoarioù Olimpek ‘vo ‘ba Pariz ‘benn an hañv, soñjit ‘ta !
Frouezh 6 vloavezh a labour eo ar sal skate nevez ha frouezh... pemp milion a euroioù bet postet gant kêr Blougastel-Daoulaz hag ensavadurioù lec’hel all evit gellout sevel anezhañ. Displeget ‘meus, Dominig Cap zo maer ar gumun, eo deuet ar soñj ramplas ar sal skate kozh ‘pa ‘oa bet laret dezhañ gant skaterien Plougastell ‘vefe ar sport ruilh se ‘ba programm ar C’hoarioù Olimpek e 2024...