Kaledonia Nevez : Ur grev hollek, lañset gant ar sindikadoù
Bezañ zo deus Kaledonia nevez ur vro endan ren ar Frañs, met gant ur statud ispisial. Muioc'h dishual evit douaroù tramor, gant ar gwir da votiñ lezennoù. Ouzphenn-se eo pinvidik 'walc'h, an teirvet bro eo er bed evit a sell ar produiñ nikel. Bepred eo skoet evel amañ gant an enkil, ar récession, hag e Kaledonia nevez ivez zo savet 'enep d'ar vuhez ker. Dec'h 'oa devezh kentañ grev hollek, lañset gant ar sindikadoù. War-dro da 20 000 a dud 'oa o kemer perzh hervez an aozerien, 7500 diouzh ali ar polis. Enkadenn zo met donoc'h evit se, e sav ur bern kudennoù diwar an disparti etre ar bobl a-orin deus ar vro, ar Ganaked, ha diskennidi ar goloned a-gozh. Bet eo Yann Ber Piriou o chom er vro 'pad 10 vloaz, ha dalc'het en deus ur sell a-dost warni. Un tamm skeudenn deus Kaledonia nevez gantañ 'ta. Ur pennad gant Tudual Karluer.