Kas ar mediaioù kleweled e brezhoneg da genlabourat muioc'h!
Un enklask war bed ar c’hleweled e brezhoneg zo bet kaset gant André Lavanant. Gant rannvro Breizh ‘oa bet fiziet ennañ ar garg se gant ar pal dielfennañ ar bed se hag an ezhommoù zo evit diorren anezhañ e-kerzh ar bloavezhioù da dont. Meur a aozadur a ginnig danvez kleweled e brezhoneg : ar radioioù lec’hel e brezhoneg bodet ‘ba Brudañ ha Skignañ, Frañs Bleu Breizh-Izel, Frañs 3 Breizh, Tebeo, Tebesud, Brezhoweb ha Dizale. Penaos reiñ da anavezout al labour zo kaset ganto, penaos sevel liammoù gant an dud a ra gant ar radioioù hag ar chadennoù skinwel e brezhoneg ? Sed aze danvez al levr en deus embannet Andre Lavanant e anv ar gevredigeh Neveziñ. Selaouomp anezhañ o tisplegañ, da gentañ, ar mod en deus kaset e labour. Emañ gant Erwan Blanchard.