en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 13 a viz Meurzh 2024

Keleier ar vro d'ar Merc'her 13 a viz Meurzh 2024

Prizioù 2024 a vo lidet fenoz 

 

"Oscar" ar brezhoneg a vo lidet fenoz, dalc’het e vo ar prizioù 2024 en Naoned. Priziet e vo an dud, ar c’hevredigezhioù, an embregerezhioù hag ar strollegezhioù neun graet o seizh gwellañ evit lakaat war wel hor yezh ha diorren ar brezhoneg. E mesk ar prizioù mil gortozet e vo dibabet brezhoneger pe brezhonegerez ar bloaz etre Christelle Chevallier Gaté psikologourez, an ortofonourez Nolwenn le Dissez hag ar skipper Tomaz André. Evit ar wech kentañ e Istor ar prizioù e vo dalc’het er gêr-benn e Naoned. Mael Gwenneg a zo e penn an abadennoù brezhonek e Frañs 3 …

 

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

 

Enklask war ar mediaoù e brezhoneg

 

Un enklask war bed ar c’hleweled e brezhoneg ‘zo bet kaset gant André Lavanant. Gant rannvro Breizh ‘oa bet fiziet ennañ ar garg se gant ar pal dielfennañ ar bed se hag an ezhommoù zo evit diorren anezhañ a benn ar bloavezhioù da dont. Meur a aozadur a ginnig danvez kleweled e brezhoneg : Ar radioioù lec’hel e brezhoneg bodet ‘ba Brudañ ha Skignañ, Frañs Bleu Breizh-Izel, Frañs 3 Breizh, Tebeo, Tebesud, Brezhoweb ha Dizale. Penaos reiñ da anavezout al labour zo kaset gante, penaos sevel liammoù gant an dud a ra gant ar radioioù hag ar chadennoù télé e brezhoneg ? Sed aze danvez al levr ‘neus embannet Andre Lavanant e anv ar gevredigeh Neveziñ. Selaouomp anezhañ o tisplegañ, da gentañ, ar mod ‘neus kaset e labour. 

 

Ur Pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

 

Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :

- Donald Trump ha Joe Biden : an duvell e dilennadegoù prezidant SUA

- Emgannoù ha bombezadegoù e Ukraina hag e Russia

- Emgannoù etre trafikerien dramm e Roazhon

- Trec'h skipailh yaouank an Naoned a enep Kopenhagen da vare kart gourfenn ar Youth League

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.

 

Keleier embannet gant Anton Burel

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio