Avel em fenn - Lun 11 a viz Meurzh
Adlañset program boutin Avel em fenn!
Er podkast-mañ e klevehet:
- Resisadurioù a-ziàr an dysménorhée (loéradoù/amzerioù poanius) get testeni Marie Goyet ha displegadennoù ar medisin staliet e Sizun Benjamin Franckaert. Atersadennoù kaset get Yuna Cojean.
- Arfolk, setu distro ar label nevez-kozh! Barregezhioù produiñ Coop Breizh a vez tapet getoñ. Muioc'h get ar rener Romain Sponnagel, a-hed ar sizhun-mañ.
- Distro prantad Ar Prizioù, ar blez mañ e vo b'An Naoned. Muioc'h a-ziàr an darvoud e kompagnunezh Mael Gwenneg, rener ar programmoù brezhonek e Fr3.
Adkavit ivez kronikenn fizik Loeiz Belleg a-ziàr ar zero ha Keleier ar vro & ar bed kinniget dre-eeun a Landerne (Arvorig FM) get Erwan Blanchard. Avel em fenn a zo bet kaset dre-eeun a Bondi e studio RBG get Enora Molac.
Poltred a-gleiz: Romain Sponnagel, rener Arfolk.