Ha staliet e vo tourioù-avel war vor e bro Gerne ?
Un emvod foran a oa aozet dec'h da noz evit lakaat ar gaoz war diorren an tourioù-avel war vor e Bro Gerne. Evit poent ez eus bet staliet tourioù-avel e Breizh dija : war vor e bae Sant-Brieg ha war aodoù Sant-Nazer. Daou bark tourioù-avel war neuñv (pe eolien flottant, e galleg) a rankfe bezañ staliet a-raok 2050 war aodoù ar meurvor Atlantel e Breizh. N'eus ket bet dibabet e pelec'h c'hoazh e vefent staliet met a-bouez eo kregiñ d'en em soñjal pell en araok evit Marc Andro, bez prezidant Kuzul Diorren Kerne.
Marc Andro dilennad eus Kemper Breizh Izel a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. A-benn 2030 e ranko 40% eus an energiezh produet e Frañs bezañ padus.