en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 12 a viz Meurzh

Keleier ar vro d'ar Meurzh 12 a viz Meurzh

Tourioù avel ouzhpenn zo da sevel 'ba Breizh a-benn 2050

Un emvod foran a oa aozet dec'h da noz evit lakaat ar gaoz war diorren an tourioù-avel war vor e Bro Gerne. Evit poent ez eus bet staliet tourioù-avel e Breizh dija : war vor e bae Sant-Brieg ha war aodoù Sant-Nazer. Daou bark tourioù-avel war neuñv (pe eolien flottant, e galleg) a rankfe bezañ staliet a-raok 2050 war aodoù ar meurvor Atlantel e Breizh. N'eus ket bet dibabet e pelec'h c'hoazh e vefent staliet met a-bouez eo kregiñ d'en em soñjal pell en araok evit Marc Andro, bez prezidant Kuzul Diorren Kerne. Emañ gant Metig Jakez-Vargas.

 

Ur pezh mell feunteun a vo savet e « Traoñienn » ar Sent!

e 2024 war digarez he femzek vloaz ! Un tamm oad o deus bremañ ar sent kentañ bet savet war dosenn Sant Weltaz, e Karnoed, e kreiz Breizh. Da lidañ an darvoud e vo sonadegoù war al lec’h e miz Gouere ar bloaz-mañ, met ivez prezegennoù ha sklêrijennet brav e vo an delwennoù… Ha dreist-holl e oa bet lañset un nebeud deizioù zo ar chanter a verko ar bloavezh du-hont. Krog eo ar gizellerien ha kizellerezed da derriñ mein vras a-benn sevel ur pikol monumant e mein-greun. Kersanton met ivez mein eus an Uhelgoad, evel ar re ac’h a d’ober ar c’hant pevar-ugent jeant mein bennaket pignet war an dosenn end-eeun. Emgav en doa Tomaz Laken evit ar beure gant Goulven Jaouen a oa o c’hoari gant ar vreolimerez vras, ar gizell hag an horzh vras ! Ur reportaj gant Tomaz Laken.

 

Hag ouzhpenn er c'heleier:

- ARS Breizh ne nac'ha ket degemer medisined Kuba

- Emrenerezh: Ur c'henemglev zo kavet etre gouarnamant Frañs ha dilennidi zo euis Korsika

- Hervez ar C'huzul Stad eo an RN ur gwir strollad eus an tu dehou pellañ

- Dilezet en deus Ariel Henry e blas a vinistr kentañ gouarnamant Haïti

-Tabutet e vo war steuñv kenskoazell gant Ukrenia gant an deputeed hag ar senedourien hud.

- Loeiza Vari Le Roux zo kampionez USA basket war gador ruilh 'vit an trede gwech eus renk. 

 

 

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio