en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Hélène Jegado : gweladenn heñchet e Roazhon

Hélène Jegado : gweladenn heñchet e Roazhon

Unan deus « serial killerezed » gwashañ ar Frañs zo deus Pleheneg, e Bro-Ereg. Etre 1833 ha 1851 oa net ampoezonet gant Hélène Jegado 36 den adalek Gwern betek Roazhon. Keginerez oa-hi hag ampoezonet he devoa degadoù a dud o lakaat arsenik en o foued. Kondaonet e oa bet d’ar marv e 1852 ha dibennet war dachenn Veurzh e Roazhon a zo bremañ Bali Charles de Gaulle. Ur vuhez skrijus ha n’eo ket anavezet mat gant ar Vretoned. An heñcherez-prezegennerez Séverine Even he deus lakaet Roazhoniz da zizoleiñ un tamm deus istor Roazhon war roudoù Hélène Jegado. Bep tañs-ha-tañs e vez aozet gweladennoù liesseurt e brezhoneg asambles gant Skol an Emsav, deus bered an hanternoz da vare an Odorico, hag ober a reont berzh. M’ho peus c’hoant da c’houzout hiroc’h eo bet kontet hec’h istor er vandenn-dreset Rennes de la Révolution à nos jours gant Thierry Jigourel hag e 2017 e oa bet savet ur film anvet Fleur de tonnerre gant Stéphanie Pillonca-Kervern diwar-benn buhez al lazherez. Ar weladenn e brezhoneg a zeu e Roazhon a vo d’ar 4 a viz Mae hag ho po digarez d’ober anaoudegezh gant Breujoù Breizh. Evit ar wezh kentañ e brezhoneg hervez kont… Lakait hoc’h anv war lec’hienn Skol an Emsav.

 

Pennad-kaoz gant Anton Burel.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio