en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Gwengamp : medesined eus Kuba da saovetaat an ospital ?

Gwengamp : medesined eus Kuba da saovetaat an ospital ?

Bec’h zo war ar servijoù yec’hed er vro war digarez e vank tud da labourat en ospitalioù, ispisial e Aodoù-an-Arvor : e Lannuon e vo krennet degemer an urjañsoù bemnoz betek an hañv da vihanañ. Hag e Gwengamp emañ e sell Ajañs Rannvro ar Yec’hed da serriñ ar servij gwilioudiñ ha da grennañ ar surjianerezh noz-deiz en ospital. Gallout a rafe an diouer a dud bezañ diskoulmet buan a-walc’h koulskoude. Met Penaos ‘ta ?

 

O tegemer medesined eus Kuba, eme lod. Da goulz ar C’hovid-19 dija e oa bet ur c’henlabour etre ar Frañs ha Republik ar C’haraib da gas labourerien eus Kuba d’an Antilhez. Hag e-kreiz miz C’hwevrer - souezhusat tra ! - pedet e oa bet Otto Vaillant, kannad Kuba, da zont da Wengamp gant Vincent Le Meaux, prezidant tolpad kêrioù Gwengamp-Pempoull. En deiz-se e oa bet renablet an ezhommoù tud e pep servij gant sikour sindikadoù an ospital. Ha da heul e oa bet graet un emvod kelaouiñ war an ton bras. Abretoc’h e-kerzh an devezh en doa bet tro Tomaz Laken da c’houlennata Gael Roblin, koñsailher e Gwengamp, a oa diwanet en e benn ar mennozh goulenn sikour digant Kuba

 

Kannad Kuba en doa respontet « Ya ! Gallout a reomp kas medesined eus Kuba da Wengamp ! ». Met un dekred a vo afer digant ar gouarnamant d’ober deus ar c’homzoù-se dont da wir.

 

Daoust d’un embargo amerikan a bad abaoe ouzhpenn 60 vloaz e vez arc’hantet gant Kuba ur warez sokial digoust evit an holl. Stank-hardizh eo ar vedesined war an enezenn. 8 medesin zo evit 1000 a dud.

Ha dre-se e vez kaset medesined gant Kuba da galz a vroioù er bed. Ar brigadennoù-se zo un doare arm diplomatek efedus hag ur vammenn arc’hant evit gouarnamant Kuba. Hennezh a vira gantañ ul lodenn eus an arc’hant a vez roet dezhañ gant ar broioù o c’houlenn sikour. Reiñ a ra ar peurrest d’e vedesined divroet o deus ur gopr uheloc’h evit an hini o dije war an enezenn memes tra.

Diskuliet eo bet gant ONGoù zo ar c’hontrad a liamm medesined divroet Kuba ouzh o gouarnamant. Vincent Le Meaux, prezidant tolpad kêrioù Gwengamp-Pempoull, en doa disklêriet e miz C’hwevrer e tleje ar vedesined kuban a zeuje bezañ paeet kenkoulz ha re ar vro.

 

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

 

 

 

 

 

 

 

 

Avel em fenn

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio