en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 7 a viz Meurzh

Keleier ar vro d'ar Yaou 7 a viz Meurzh

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

 

Kib ar gourenerezed

Aozañ a ray Kevread Gouren Breizh un tournamant evit ar merc'hed, evit lakaat war wel ar sport hag ar gouren evit ar blac'hed. ‘Benn disul ‘vo dalc’het an tournamant ‘ba Gras zo chouk da Wengamp. Eno en em gavo un hanter kant bennaket a sportourezed a bep seurt oad. O kas an troc’h emañ Maïwenn Salomon eus skol Gouren Louergad-Gwengamp hag ezelez eus bodad maouezed Kevread Gouren Breizh. Merzhet he doa gant gourenerezed all ‘oa o tigreskiñ an niver a blac'hed o kemer perzh ‘bar c’hampionadoù. Poent ‘oa dezho ober un dra bennaket.

Un atersadenn gant Erwan Blanchard

 

Yaouankizoù broadoù Europa

Ar strollad Youth of european nationalities (YEN) zo bet savet 40 vloaz zo. Bodañ a ra strolladoù tud yaouank deus minorelezhioù Europat, evel Kenstroll Breizh amañ er vro. Difenn a ra ar YEN gwirioù minorelezhioù broadel pe yezhel. Aozet e vez seminarioù gante, an hini a zeu a vo ‘benn div sizhun e Bautzer e Bro Alamagn war an tem « Know your Rights », da laret eo « anavezout e wirioù ». Loeiz Albert Becker zo aozer e karg deus gwirioù ha politikerezh ar minorelezhioù ha dont a raio du hont …

Un atersadenn gant Anton Burel

 

 

Da selaou ouzhpenn er frapad keleier-mañ :

- Harzhet ha dalc'het dindan evezh e oa bet 6 dizalc'hour euskarad yaouank abred dec'h e Euskadi an Norzh

- Sabotet eo bet uzin kirri-tan Tesla e Alamagn

- Emañ bugale Gaza o vervel gant an naon

 

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.

 

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio