en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d’ar Merc’her 6 a viz Meurzh 2024

Keleier ar vro d’ar Merc’her 6 a viz Meurzh 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier-mañ get Yuna Kojan.

 

 

Skoazelloù nevez evit deskiñ brezhoneg !

bugel er c'hlasoù divyezhek pe o teskiñ brezhoneg dre soubidigezh a-benn 2027. Evit tizhout kement a skolidi eo dav kreskiñ an niver a skolaerien ha skolaerezed divyezhek. Ar yalc'had « Desk » a sikour dija an dud o defe c'hoant da vont war-zu ar c'helenn e brezhoneg. Adalek an distro-skol e c'hello ar gelennerien ha kelennerezed bezañ skoazellet muioc'h gant ar rannvro evit deskiñ brezhoneg er stummadurioù hir.

Dav e vo dezho ober o stummadur e unan eus ar pemp kreizenn stummañ vicherel : Mervent, Stumdi, Roudour, Skol an Emsav ha Kelenn ha goulenn ur stummadur dibaouez digant an ensellerezh akademikel.

Muioc'h a ditouroù gant Yannig Menguy, rener ar greizenn stummañ Mervent.

Un atersadenn get Metig Jakez-Vargas.

 

 

Ur fourmajiri… En ur c’hontainer ? Ur menozh eus Amélie Gloagen !

Amelie Gloagen a zo desaverezh givri e Plougastell-Daoulaz. Pemp bloaz zo e oa kroget da zesevel loened gant un nebeud givri a oa bet profet dezhi goude ur staj. Hiziv an deiz he deus pemp kavr warn ugent ha fellout a ra dezhi produiñ fourmaj. Ha deuet zo dezhi ur mennozh divoutin evit staliañ he fourmajiri. Lañset he deus ur galv arc'hantaouiñ evit adkempenn ur c'hontainer ha treuzfeurmiñ anezhañ evit he labour...

Gallout a rit skoazell anezhi gant he raktres dre ar c'houlzad arc'hantaouiñ war al lec'hienn Miimosa.com betek an 9 a viz Meurzh.

Amelie Gloagen a oa bet aterset gant Pauline Deniel eus Arvorig FM.

 

 

 

Da selaopu en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :

 

  • Start eo ar jeu evit ar vugale e Gaza
  • Donald Trump en deus gounizet 12 stad àr 13 e-pad an dilennadegoù dec’h
  • Disingalded a zo etre goproù ar maouezed hag ar paotred
  • Daznvezioù evit an amzerioù da adimplij vo roet digoust e Bro Katalunia
  • Skipailh volley-ball Naoned vo e hanterc’hourfenn kip Bro C’hall at maouezed

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio