en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 5 a viz Meurzh 2024

Keleier ar vro d'ar Meurzh 5 a viz Meurzh 2024

Ar jeobiologiezh evit sikour ar chatal

 

Er c’heleier hudu e vo lakaet ar gaoz war un dra ispisial a-walc’h, ar jeobiologiezh. Honnezh a studia efejoù an endro war ar boudoù-bev met n’eo ket anavezet evel ur skiant. A-wechoù ec’h a an traoù a-dreuz war menajoù zo ha n’eo ket brav goût para zo kaoz. Gant meur a labourer-douar zo bet kavet un diskoulm an deiz ma zo arriet ur jeobiologour en o feurm. Bezañ zo redoù tredan o c’haloupat dre an douar, kalz pe nebeut. Al loened a c’hall bezañ jenet gant ar re-se pe c’hoazh gant ar redoù tredan parazit ma zo ur si bennaket en akipamantoù tredan. Efejoù neun ivez ar parkoù ha gwagennoù elektromagnetek war al loened. An traoù-se n’int ket bet studiet kalz met gwelet int evel traoù sirius gant lod. Kambr labour-douar Broioù al Liger, memes, a ginnig servijoù ur jeobiologour d’al labourerien-douar. Robert Nicolas zo bet o labourat an douar. Goulennet e vez gantañ alies dont war ar menajoù d’eseañ diskoulmañ an traoù. Deomp d’e heul betek peulvan Pergad e Louergad, e Bro-Dreger. Hennezh zo ul lec’h karget a energiezh, a ra da vagetenn kouevr Robert Nicolas fraoñval hec’h unan.

 

Ur pennad-kaoz gant Tomaz Laken

 

Yalc'had Dastum 44 a zo bet nac'het gant Broioù al Liger

 

Pa vez yalc’hadoù evit hor yezh hag hor sevenadur o kreskiñ ba kasi tout strollegezhioù ar vro, lod all ne reont ket, ha gwashoc’h c’hoazh a nac’h ar yalc’hadoù. Setu pezh zo c’hoarvezet da Zastum Bro Naoned evit an eil bloavezh diouzh renk. Goulennet neus ar gevredigezh a labour evit dastum, enrollañ ha reiñ da anavezout hengoun dre gomz Bro Naoned ur yalc’had a 8000 euro digant rannvro Broioù al Liger met nac’het eo bet, un taol fall eo pugur n’eo ket sur e c’hello ar gevredigezh kenderc’hel da goprañ un den evit ober war dro ar gevredigezh. Setu perak neus aozet Dastum un emvod kelaouiñ digwener tremenet evit reiñ d’an dud da anavezout diaesamantoù ar gevredigezh gant Rannvro Broioù al Liger. Selaouomp Ronan Guéblez prezidant ar rouedad Dastum Breizh

 

Ur pennad-kaoz gant Liza Jakez-Vargas deus Radio Naoned



Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :

- Keloù deus ar brezel en Ukraina

- Super Tuesday e Stadoù Unanet Amerika 

- 4 den toullbac'het da heul manifestadeg an 3 a viz Meurzh e koun al labourerien euskarad lazhet e 1973 e Vitoria-Gasteiz

- Enskrivet eo an Torr Dougen Choazet (TDC) er vonreizh

- Kip ar Gourenerezed e Gras-Gwengamp

 

Keleier embannet gant Anton Burel

 

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio