en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'al Lun 4 a viz Meurzh 2024

Keleier ar vro d'al Lun 4 a viz Meurzh 2024

Keleier embannet ar beure-mañ gant Tomaz Laquaine

 

Kenstrivadeg etrevroadel Back-hold e Pondi disadorn !

Ar Back-hold zo ur sport eus Bro-Skos. E pep skol gouren e Breizh e vez desket Back-hold d’ar c’hourenerien evit ar c’henstrivadegoù. Ouzhpenn 200 sportour ha sportourez eus Europa a-bezh oa bodet e Pondi disadorn 2 a viz Meurzh. Tud eus Breizh met ivez eus Stad-Spagn, Italia, Bro-Skos evel-just hag ivez eus Bro-Island. Ar Back-hold zo ur sport keltiek anezhañ, heñvel a-walc’h eo ouzh ar gouren. Met diforc’hioù zo etreze memestra ! Deomp da zizoleiñ ar gouren mod Skos.

Pennad-kaoz gant Yuna Kojan.

 

Ar Roue Waroch e Pleskob !

Tud oa bet o tañsal e Pleskob e fin ar sizhun-mañ ! Ar festival Roue Waroch a vez bep bloaz e fin miz C’hwevrer e Bro-Gwened. Ur meskaj brav a vez gwelet war leurennoù ar festival, etre strolladoù eus Breizh ha kanourien pe kanourezed eus ar bed a-bezh ! Ar bloaz-mañ e oa pedet Joao Selva da skouer, un arzour eus Bro-Vrazil. Evit ar 26vet gwech e oa eus Ar Roue Waroch. Ganet e oa bet ar festival er bloaz 1996… Ur festival a ra berzh abaoe ar penn kentañ ! Ha n’eo ket gwall alies koulskoude e vez festivalioù e fin ar goañv !

Pennad-kaoz gant Yuna Kojan.

 

Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :

- Brezel Izrael-Hamas : ar SU, etre goulenn un harz-tennañ ha derc'hel pourchas armoù

- An torr-dougen choazet er Vonreizh a-raok pell

- Serradur ti-gwilioudiñ Gwengamp, ur poupig ganet bord an hent

- Manifestadeg a-enep serradur urjañsoù Lannuon

- Bec'h war kevredigezhioù breizhek Liger-Atlantel

- Kenstrivadeg bagadoù trivet rummad e Gwened

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio