en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d’ar Gwener 01 a viz Meurzh 2024

Keleier ar vro d’ar Gwener 01 a viz Meurzh 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier-mañ get Yuna Kojan.

 

Montroulez a laboura evit ar brezhoneg

A-houde miziadeù emañ Montroulez Kumuniezh o labourat evit diorren plas ar brezhoneg er vuhez foran. Ur brastres yezh tiriadel tolpad-kerioù (pe steuñv adperc'hennañ ar brezoneg) a zo bet lakaet e plas. Teir divizadeg a zo bet : reiñ muioc'h a arc'hant evit ar brezhoneg (un ti braz a zo bet prenet evit KLT - Ti a vro, a deuauy a vezañ Ty ar Brezhoneg), ur c'harget a gefridi yezh ha sevenadur Breizh a zo bet implijet, ha divizet eo bet kreñvaat ar liammoù gant an Ofis Publik ar BZG. Dec'h eo bet sinet ar Garta, live 1. A-houde penn-ketañ ar blead-skol e labour Montroulez Kumuniezh get kevredigezhoù hag annezidi ar vro da sevel ur steuñv da adperc'hennañ ar yezh.

Ha n'eo ket evit ma chomfe arouezel :  30 oberenn zo bet kaset da-benn, en o zouez ur "vademecum" evit an dilennidi, da sikour anezho da lakaat muioc'h a vrezhoneg er vuhez foran.

Gael Roblin, karget a gefridi yezh ha sevenadur Breizh ha Solange Creignou, bez-prezidantez kentañ Montroulez Kumuniezh oe doc’h mikro Pauline Daniel, ag Arvorig FM.

 

« An dourvarc’h na ouie ket neuial »

« An dourvarc’h na ouie ket neuial ». Setu aze un istoer souezhus a zo deuet er maez e penn kentañ ar blez ! Istoer Peskennig, un dourvarc’h a Vro-Genya ha na oe ket heñvel doc’h an dourvarc’hed arall… Deuet eo an istoer-sen da wir a-drugarez da zaou zen o deus graet anaoudegezh an eil get egile e-skeud ur stummadur hir da zeskiñ brezhoneg. Ijinet eo bet an istoer gant Jakez Segalen àr zigarez ur boelladenn. Eñ ‘noe kinniget d’e stummerez pinvidikaat e skrid get tresadennoù…

Honnezh oe Chloe Garel-Delval.

Un atersadenn get Tomaz Laken.

 

Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :

  • Ouzhpenn 100 den zo bet lazhet e strizhenn Gaza get soudarded israelan
  • Dilennadegoù vo e Bro Iran
  • Re a CO2 ZO en aier
  • Stourm a ra ur strollad enep klozadur ur skolaj e Aodoù an Arvor

 

Selaouit amañ ar reportajoù en o bezh.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio