en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Larsen ha Mediator 120 : Gwagenn nevez an heavy metal breizhveuriat (NWOBHM) 1

Larsen ha Mediator 120 : Gwagenn nevez an heavy metal breizhveuriat (NWOBHM) 1

Diaes eo e grediñ bremañ pa seller ouzh ar milionoù a bladennoù gwerzhet er pevar dekvloaziad diwezhañ met e fin ar seventies emañ an heavy metal war e dalaroù. Aloubet eo bet an dance floors gant an disco, ha gant ar punk e seblant ar metal diamzeriet. Marvioù John Bonham, tabouliner Led Zeppelin, ha Bon Scott, kaner ACDC, e 1980 a c’hell leuskel da soñjal e erruer e dibenn ur prantad. E Breizh-Veur e aloub ar post-punk hag an new wave al leurennoù hag ar gwagennoù e lec’h ma klever The Cure, Joy Division, Elvis Costello hag all. Diaes eo d’ar strolladoù heavy metal kavout o flas. Padal, e banlevioù Breizh-Veur Margareth Thatcher eo niverus ar strolladoù…

 

Playlist :

- ACDC : Hells Bells

- Atersadenn Neil Kay tennet diouzh « Heavy : The story of metal 2 : British steel » sevenet gant Michael John Warren evit VH1.

- Atersadenn Neil Kay tennet diouzh « Heavy Metal Britannia » sevenet gant Chris Rodley e 2010 evit ar BBC.

- Samson : Too Close To Rock

- Iron Maiden : Run To The Hills

- Iron Maiden : The Duellists

- Def Leppard : Rock Of Ages

- Saxon : Motorcycle Man

 

Levrlennadur :

 

- Rock and Folk hors-série Metalliques chaos

- Metal Story - Andrew O’Neill – Hachette heroes

Larsen ha mediator !

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio