"Roc’h Tredudon 1974, La bombe et le pylône" gant Erwan Chartier
Hanter-kant vloaz zo, e-kreiz an noz etre an drizek hag ar bevarzek a viz C’hwevrer 1974 e oa bet trouz e Menez Are ! Gant an FLB-ARB e oa bet roet lamm da skingaser an ORTF e Roc’h Tredudon… War zigarez deiz-ha-bloaz an taol sebezus-se en deus bet Erwan Chartier, pennredaktour kazetenn ar Poc’hêr ar soñj da skrivañ ha da embann ul levr aes da lenn, d’an dud da gompren ar perag hag ar penaoz eus ar feulster politikel e Breizh er bloavezhioù 1970. Anavezet mat eo an istor-se gant Erwan Chartier. Ouzhpenn pemzek vloaz zo en doa skrivet ul levr diwar-benn Talbenn Dieubiñ Breizh gant Alain Kabon. Ul levr anvet « Le dossier FLB ». D’ar c’houlz-se e oa bet an daou gazetenner o c’houlennata kalz a dud bet o c’hoari er strollad kuzh. Met diwar-benn gwalldaol Roc’h Tredudon ne oa ket bet kalz anezhe o tigeriñ o beg…
Ur pennad-kaoz gant Tomaz Laken
« Roc’h Tredudon 1974, La bombe et le pylône », zo nevez embannet gant Erwan Chartier dindan ar rummad « Taol penn-bazh ».