Keleier ar vro d'ar Gwener 23 a viz C'hwevrer 2024
Keleier embannet ar beure-mañ gant Tomaz Laquaine
Ar bobl mapuche a-enep an digoadañ
Stourm a ra ar Vapucheed e Bro Chili a-enep industriezh ar c'hoad. Ar gumuniezh Mapuche a c’houlenn e vefe roet o douaroù hengounel dezhe war o c’hiz, ar Wallmapu chilian, a oa bet laeret digante tamm ha tamm gant ar Stad ha muioc'h c'hoazh e-pad diktatouriezh Pinochet. Abaoe 5 bloaz eo startoc’h-startañ ar stourm. Ar gouarnamant a glask distruj luskad ar Vapucheed a-enep an industriezh hag an digoadañ.
Displegadennoù gant Yuna Koja
Saloñs en tier-feurm 2024
Bep bloaz e vez aozet gant ar sindikad Koñfederasion ar beizanted dorioù digor war tier-feurm, e pep lec'h e Frañs, anvet « saloñs en atantoù ». Un doare all d'ober anaoudegezh gant bed al labour-douar ha da zesachañ dilennidi ar vro betek an tier-feurm. Ar pal eo diskouez petra eo al labour war an dachenn ha petra modoù da broduiñ zo er maez eus an agro-industriezh. Dimerc’her eo peizanted ar sistrerezh « l'Apothicaire » ha reoù ar vilin « La Bleud » oa doa diskouezet o atant d'an holl e Kloar-Karnoed. Muioc'h a ditouroù gant Julien Taleg, mouezh aotreet ar sindikad e Penn-ar-Bed ha Loeiz-Pêr ar C'hras, produer laezh war e leve. Saloñsoù all war an atantoù a vo e Breizh e-pad an dibenn-sizhun. War feurm ar « Brantardé » e Gwipri e-kichen Roazhon etre 10e ha kreisteiz disadorn 24 a viz C'hwevrer, hag er feurm « fruit des prés » e Melleg e-kichen Felger etre 10e ha 3e gm memes deiz.
Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas
Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :
- Bro-Spagn : ar c'hoarier fobal Dani Alves kondaonet evit bezañ gwallet ur vaouez
- Konkerne : kerzhadeg wenn e Konkerne diwar sujed ar re a varv war o labour
- Emsavadegoù an Douar lakaet a-gostez diviz ar prezidant war al labour-douar
- Serradurioù klasoù e pep lec'h e Breizh
- C'hoarierien Stad Roazhon uhel o fenn gante daoust dezhe kuitaat Lig Europa
Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.