Keleier ar vro d’ar Yaou 22 a viz C’hwevrer 2024
Distañket eo ar vuhez politikel e Iwerzhon an Norzh
Dilennadegoù a oa bet e Iwerzhon an Norzh, ur rannvro emren eus ar Rouantelezh unanet, e 2022 ha trec'h e oa bet ar Sinn Fein evit ar wech kentañ eno. Koulskoude o deus ranket iwerzhoniz an Norzh gortoz daou vloaz, betek ar miz-mañ, evit ma vefe anvet ar republikanez Michelle O'Neill e penn ar gouarnamant. Rak stanket e oa bet ar vuhez politikel e breujoù Belfast gant an Unionisted.
Eamon O Ciosain, kelenner galleg ha brezhoneg e skol-veur Maynooth e Iwerzhon a zispleg deomp penaos eo posupl kement-mañ.
Evit ar wech kentañ neuze e vo ur vroaelourez iwerzhonat ha katolik e penn Iwerzhon an Norzh. Evit ar wech kentañ e vo tud eus ar Sinn Fein ministred an ekonomiezh hag an arc'hant ivez. Met c'hoant he deus Michelle O Neil bezaén ministrez an holl norzh-iwerzhoniz hag evit-se e oa bet da interamant ar rouanez Elisabeth ha kurunadur ar roue Charlez 3.
Un atersadenn get Metig Jakez-Vargas.
Un daouad nevez war leurenn Breizh !
Lors Jouin ha Jean-Michel Veillon a zo daou soner ha kaner gwelet abaoe pell war leurennoù Breizh dre meur a strollad : Les Ours du Scorff, Barzaz hag ivez Toud 'Sames lec'h oent o daou er strollad. D'un doare naturel walc'h eo deuet dezho ar c'hoant da sevel un daouad.
Senniñ refont en dro goude un tamm ehan e Guemene disadorn hag e Landelo disul.
Lors Jouin a zo o chom e Landelo ha kontañ a ra deomp perak emañ o senniñ gant Jean-Michel Veillon er fleuit ha peseurt gwerz en deus choazet evit an abadenn-mañ.
Un atersadenn get Maëlle Ausias.
Da glevout ouzhpenn er c'heleier-mañ :
- Ur riskl a naonidigezh a zo e Gaza.
- Lakaet eo en arvar bed ar skiant e Bro Ac’hentina
- Stourm ar labour-douar ha muzulioù Gabriell Attaz zo da glevout
- Kenderch’el a ra da stourm bed an deskadurezh e Breizh enep karta nevez ar skolioù
- Aet eo ar maout get Brest Breizh Handball
- Milan AC a yay da c’hoari enep skipailh melldroad Rozahon, e Roazhon
Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.