en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Gwengamp : medesined eus Kuba da saovetaat an ospital ?

Gwengamp : medesined eus Kuba da saovetaat an ospital ?

Bec’h zo war ar servijoù yec’hed er vro war digarez e vank tud da labourat en ospitalioù, ispisial e Aodoù-an-Arvor : e Lannuon e vo krennet degemer an urjañsoù adalek penn kentañ miz Meurzh. Hag e Gwengamp emañ e sell Ajañs Rannvro ar Yec’hed da serriñ ar servij gwilioudiñ ha d’ober e seurt ma ne c’hallo ket an dud ken bezañ pareet noz-deiz en ospital. Met gallout a rafe an diouer a dud bezañ diskoulmet buan a-walc’h. Penaos ‘ta ? O tegemer medesined eus Kuba, eme lod. Da goulz ar C’hovid-19 dija e oa bet ur c’henlabour etre ar Frañs ha Republik ar C’haraib da gas labourerien eus Kuba d’an Antilhez. Ha digwener - souezhusat tra - e oa bet pedet Otto Vaillant, kannad Kuba, da zont da Wengamp gant Vincent Le Meaux, prezidant tolpad kêrioù Gwengamp-Pempoull. Renablet e oa bet an ezhommoù tud e pep servij gant sikour sindikadoù an ospital. Da heul e oa bet graet un emvod kelaouiñ war an ton bras...

Yann-Fañch Durand, eus bodad difenn an ospital, ha Gael Roblin, koñsailher e Gwengamp, goulennataet gant Tomaz Laken

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio