Emañ ar Redadeg 2024 o tostaat
Loc'hañ a raio an 9vet redadeg evit ar brezhoneg d'ar 17 a viz Mae eus beg ar Raz e Plogoñv hag e tegouezho 8 devezh hag ouzhpenn 2000 kilometrad war lerc'h e Montroulez, d'ar 25 a viz Mae. Ul loc'hañ hag un degouezh e Penn ar Bed, met ur Redadeg a dreuzo Breizh anat deoc'h ! Bleuenn Raynaudon-Kerzhero, perzh eus kuzul merañ ar redadeg hag e karg eus an aozañ e Bro Douarnenez a zo ouzh mikro Metig Jakez-Vargas...Hag un nebeud souezhadennoù a vo evit al loc'hañ...
Klevet ho peus, emañ an aozadur o klask tud a youl-vat evit heuliañ ar Redadeg. Hag evit dont da vezañ den a youl vat eo simpl an traoù, 'neus nemet mont war al lec'hienn internet ar-redadeg.bzh e rubrikenn “bezañ a youl vat”, reiñ h·e anv hag ar prantad lec'h ma c'heller sikour ha mat pell zo !