en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 20 a viz C'hwevrer 2024

Keleier ar vro d'ar Meurzh 20 a viz C'hwevrer 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

 

 

Bresk e vefe ar rouedad skolioù Diwan

Setu perzh a zo bet disklêriet gant kambr rannvroel ar c’hontoù ar sizhun dremenet en he danevell. Hervez an enklask eo mat al labour pedagogel kaset da benn gant ar rouedad ha meret mat e vez e vudjed bloaziek gant Diwan. Daoust da se e lak war wel an danevell e vefe « bresk » ar gevredigezh rak riskloù a vefe war arc’hantaouiñ Diwan…Selaouomp teñzorer Diwan, Yves Marie Derbré Salaün.

Un atersadenn gant Yuna Kojan

 

 

Emañ ar Redadeg 2024 o tostaat

Loc'hañ a raio an 9vet redadeg evit ar brezhoneg d'ar 17 a viz Mae eus beg ar Raz e Plogoñv...Ha degouezhout a raio 8 devezh hag ouzhpenn 2000 kilometrad war lerc'h e Montroulez, d'ar 25 a viz Mae. Ul loc'hañ hag un degouezh e Penn ar Bed, met ur Redadeg a dreuzo Breizh anat deoc'h ! Bleuenn Raynaudon Kerzhero, perzh eus kuzul merañ ar redadeg hag e karg eus an aozañ e Bro Douarnenez...Hag un nebeud souezhadennoù a vo evit al loc'hañ...

Un atersadenn gant Metig Jakez-Vargas

 

 

Da glevout ouzhpenn er c'heleier-mañ :

- Gourdrouz a ra Israel da vombezenniñ Gaza e-pad ar Ramadan

- Aet eo ar maout gant an tu dehoù e dilennadegoù rannvroel Galiza disul

- Manifestiñ a raio labourerien-douar FDSEA22 hiziv e-kichen Gwengamp

- Kaset e vo ur rekour dirak ar justiz gant ar gevredigezh Canal Ti Zef

- Manifestet o doa riboulerien.ezed ar « free-parties » e-pad an dibenn sizhun e Penn-ar-Bed a-enep d'ar prefed

 

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE

 

 

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio