en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'al Lun 19 a viz C'hwevrer 2024

Keleier ar vro d'al Lun 19 a viz C'hwevrer 2024

Keleier embannet ar beure-mañ gant Tomaz Laquaine

 

E-leizh a vugale e Kan ar Bobl Lesneven !

Emgavioù bro Kan ar bobl oa komañset e fin miz Genver da vont betek ar 7 a viz Ebrel. Dec'h ba Lesneven oa graet unan eus an emgavioù-se a gaso ar re wellañ da Balez ar C'hendalc'hioù e Pondi d'an 20 ha d'an 21 a viz Ebrel. Deomp beket kreiz Bro-Leon e lec’h ma oa deuet kalzik a vugale da ganañ gant o skol… Evel Mona a zo e CM2 'ba Skol Diwan Plougastell.

Ur reportaj gant Erwan Blanchard

 

Aet ar maout gant Meot UJAP Kemper !

War an ton bras 'noant klozet Meot Kemper lodenn gentañ ar c'hampionad disadorn ! Aet ar maout gante diwar-goust Union Roazhon dirak 2000 arvester da geñver 26vet devezh kampionad National 1, an trivet rummad. Ha chom a ra Kemper e plas kentañ ar renkadur. Ur pezh cheñchamant e keñver ar bloavezh 2022-2023 kar plaset fall e oa e Pro B, en eil rummad. Sell aze ar pezh zo displeget deomp gant Keven ar Fur, unan eus harperien ar Meot-Ujap Kemper… Klevet e vo ivez Ron Anderson Junior, kabiten kleub Kemper. Displegañ a ra deomp eo erru ar poent e vefe an holl grogadoù ouzh ar skipailhoù gwellañ a zo 'ba Frañs. Dre se zo hast warnañ gwelout penaos e c'hoario e genseurted  hag en deus spi e tremeno fin ar bloavezh diouzh ar gwellañ mod. Eil lodenn kampionad National 1 a gomañso d'an 8 a viz Meurzh. 

Ur reportaj gant Erwan Blanchard

 

 

Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :

- Ouzhpenn 150 a dud kondaonet e Rusia evit bezañ rentet enor da Navalny

- Milionoù a dud o vanifestiñ evit un harz-tennañ e Gaza

- Un harz-labour all gant hentourien an SNCF ?

- 1500 a dud da zifenn an ospital publik e Lannuon

- Adarre e vo manifestet gant al labourerien-douar en Aodoù-an-Arvor

- Merc'hed war al leurennoù : Ar strollad Fleuves ac'h a da heul galv Krismenn

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio