en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Roc'h Tredudon 1974 : la bombe et le pylône

Roc'h Tredudon 1974 : la bombe et le pylône

Badadao ! Hanter-kant vloaz zo, e-kreiz an noz etre an 13 hag ar 14 a viz C’hwevrer 1974 e oa bet trouz e Menez Are ! Gant an FLB-ARB e oa bet roet lamm da skingaser an ORTF e Roc’h Tredudon… Diwar ar gwalldaol-se n’eus bet dastumet na barnet ezel ebet eus ar strollad kuzh koulskoude. War zigarez deiz-ha-bloaz an taol sebezus-se en deus bet Erwan Chartier, pennredaktour kazetenn ar Poc’hêr, ar soñj da skrivañ ha da embann ul levr aes da lenn, d’an dud da gompren ar perag hag ar penaoz eus ar feulster politikel e Breizh er bloavezhioù 1970. E-mesk abegoù an darzhadenn e oa plas reuzeudik ar brezhoneg e skinwel ar c’houlz, ur skinwel a oa mestr ar galloud warni penn da benn...

 

« Roc’h Tredudon 1974, La bombe et le pylône », zo nevez embannet gant Erwan Chartier dindan ar rummad « Taol penn-bazh ». Al levr kentañ bet embannet gantañ en dastumad-se a oa diwar-benn ar bec’h bras bet e Kallag a-gaoz d’an tu dehoù pellañ. Ul levr da zont a vo bodet ennañ kronikoù Manuel Holder e-barzh ar Poc’hêr diwar sujedoù e liamm gant an natur hag an endro...

 

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio