en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d’ar Yaou 15 a viz C’hwevrer 2024

Keleier ar vro d’ar Yaou 15 a viz C’hwevrer 2024

Kinniget eo bet ar c’heleier-mañ get Yuna Kojan.

 

Ema ar liseidi o prederiañ o dazont !

Avañset mat eo ar blead dija, emañ ar liseidi o labourat start àr o bachelouriezh hag o prederiañ o dazont. Studioù hir pe berr ? Evit sikour an dud yaouank da zibab e vez aozet dorioù digor e skolioù meur ha liseoù micherel ar vro. Evit Skol-veur Roazhon 2 e oe disadorn tremenet. Miliadoù a liseidi a oa deuet e Kampus Keryann e Roazhon, da zizoloeiñ o lec’h studi hag ar stummadurioù a vez kaniyeut. E mesk ar standoù e oe haini ar gevrenn vrezhonek ha yezhoù keltiek. Selaouoamp Ronan L’Hourre hag Alan Tudoret a zo kelenner war ar brezhoneg er Skol-veur.

Ur reportaj get Anton Burel.

 

Ar c’hoef evit an holl !

Ur plac’h a zo é vale e straedoù Gwened, gwisket get dilhad a zoar Alre tro dro mil nav c’hant hanter kant… Setu unan ag ar fotoioù vez savet get Jaime Da Silva. Dastum a ra koefeù ha dilhadeù hengounel a vro Gwened. Get e stal Casa Jubelei e laka àr wel Jaime Da Silva glad Bro gwened. Kannig a ra ivez kemer poltidi d’an dud gwiskert get ur c’hoef dastummet getoñ… pe ho koef d’ho c’hwi ma faota deoc’h !

Pal labour ar paotr ispisializet a zo lakaat àr wel an dilhadeù hengounel, dreist-holl ar c’hoefoù… Met ivez lakaat anezhe da vout a-vremañ en dro ! Dougen ur c’hoef get ur jean ? Deutcheut ur gudenn tamm erbet evit Jaime da Silva ! Selaoaamp anezhoñ dorthu.

E miz Mae ha miz Even vo kaniyeut get Jaime Da Silva kemer poltridi tud, dre c’houplad. Evit dizoloieñ e labour ha monet e darempred getoñ, kit da welet pajenn facebook hag instagramm Casa Jubelein, pe dre vail : casajubelein@gmail.com

Un atersadenn get Yuna Kojan.

 

Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :

  • Start eo ar jeu e su strizhenn Gaza
  • Aon he deus Bro Ukraina vehe savet argadoù nevezh àr Kiev
  • Ur saotradur zo bet e pleg-mor Mor-Bihan
  • Distañket eo porzhioù an Oriant ha Brest

 

Selaouit amañ ar reportajoù en o bezh.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio