en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 14 a viz C'hwevrer

Keleier ar vro d'ar Merc'her 14 a viz C'hwevrer

Kinniget eo bet ar c‘heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

 

Peseurt dazont a vo evit Kuzul Sevenadurel Breizh ?

Abaoe un nebeut mizioù ez eus jeu bras e Kuzul Sevenadurel Breizh hag an darn vrasañ deus izili ar c'huzul merañ o deus roet o zilez, en o zouez Rozenn Milin, a oa prezidantez an ensavadur. Troet eo da fall an darempredoù en diabarzh ar strollad evit meur a abeg. Rebechet e oa d'ar brezidantez da gentañ he doare da labourat gant gopridi an ensavadur ha da greizennañ an divizoù. Disemglev a oa ivez war emrenerezh KSB da geñver ar c’huzul rannvro, ha war ar plas roet d'ar brezhoneg ha d'ar gallaoueg. Ouzhpenn da se zo bet embannet un eskemm postelloù diabarzh etre harperien ar brezidantez hag e enebourien war al lec'hienn eus an tu dehoù-pellañ Breizh Info. Cedric Choplin a zo kelenner war ar brezhoneg e skol-veur Roazhon 2 ha dileuriad ar skol-veur er c’huzul sevenadurel. Kontañ a ra deomp pezh zo c’hoarvezet.

Un atersadenn gant Anton Burel

 

50 vloaz tarzhadenn stign ar Roc'h Tredudon

Badadao ! Hanter-kant vloaz zo, e-kreiz an noz etre an drizek hag ar bevarzek a viz C’hwevrer 1974 e oa bet trouz e Menez Are ! Gant an FLB-ARB e oa bet roet lamm da skingaser an ORTF… Diwar ar gwalldaol-se n’eus bet dastumet na barnet ezel ebet eus ar strollad kuzh koulskoude. War zigarez deiz-ha-bloaz an taol sebezus-se en deus bet Erwan Chartier, pennredaktour kazetenn ar Poc’hêr ar soñj da skrivañ ul levr aes da lenn, d’an dud da gompren ar perag hag ar penaoz eus ar feulster politikel e Breizh er bloavezhioù 1970. E-mesk abegoù an darzhadenn e oa plas reuzeudik ar brezhoneg e skinwel ar c’houlz, ur skinwel a oa mestr ar galloud warni penn da benn...

Un atersadenn gant Tomaz Laken

 

 

Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :

-250 a dud a oa en em vodet dec'h dirak Renerezh departamant an Deskadurezh Stad e Kemper

- N'eo ket stanket ken ar petrol war porzhioù Brest hag An Oriant

- Spi a zo e vefe sinet un harz brezel nevez e bandenn Gaza

- 300 000 ti a zo hep tredan en Aostralia

- Roet e vo disoc'h prosez Bygmalion gant al lez-varn galv hiziv

 

 

Selaouit amañ ar reportajoù en o bezh.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio