En arvar emañ traezhenn kêr Pondi.
An anv-se oa bet roet d'ar poull-neuial er-maez oa bet savet e 1938 a-zal ar Blañwezh. Ur lec'h bourrus ma n'um gava ur bochad tud ha pa vez digoret durant an daou viziad ag an hanv. Pezh eo eo bet devizet get tolpad kêrioù Pondi kemer e-karg ar poulloù-neuial ha lakaat sevel unan nevez flamm. Ar « spadium » e anv, hag a vo digoret 'benn penn-kentañ miz Mezheven. Setu ma faot bremañ d'an tolpad kêrioù serriñ an daou boull-neuial oa e-raok, an hani goloet hag an « draezhenn ». Ur spont evit tud Pondi ha tro àr-dro deus lakaet en o soñj diwhenn ar lec'h dibar-mañ. Unan anezhe Michel Guégan, neus lâret hiroc'h da Yaelle ar Mouel.