Gweladenn Pierre Maille 'ba Kastell Nevez ar Faou
Pierre Maille, prezidant ar c'huzul departamant, a ra bep miz tro ur c'hanton. Mod-se e lak 4 bloaz da weladennin ar 54 kanton deus Penn ar Bed. Hiziv oa tro hini Kastell Nevez ar Faou. Bizitet 'neus ar gwirzpiderezh (biscuiterie ?) Jos Peron, ar skolaj, an EPHAD evit ar re gozh. Met kemeret 'neus amzer ivez gant maered kumunioù ar vro.
François Riou, 'zo kuzulier deus ar c'hanton, 'oa war al lec'h evel just. Displeget 'neus hiroc'h war palioù an devezh-se, deus mikro Anne Gouerou.