60 devezh stad a zifrae e bro Ecuador
E penn kentañ miz Genver ez eus bet kaoz kalz eus bro Ecuador er c'heleier etrevroadel. Kresket spontus e vefe ar feulster er vro-se etre an narkotrafikerien pe trafikerien dramm hag ar Stad. Tud yaouank ezel eus ur gang armet o doa skrapet ostajoù war eeun er skinwel a-raok bezañ harzhet diouzhtu gant ar polis. Ha kantadoù a ostajoù a oa bet tapet gant prizonidi e pemp toull-bac'h eus ar vro. Ar stad a urjañs a zo bet disklêriet er vro evit 60 devezh gant ar prezidant Daniel Noboa, a zo nevez dilennet. Rak warlene e oa bet ur cheñchamant politikel trumm er vro : dilezet en doa ar prezidant kent, Guillermo Lasso, e fost e-kreiz ar mandat.
Monica Hernandez a zo ekuadorianez. Emañ o chom e Kerlaz. N'eo ket difoupet a daol-trumm kudenn ar feulster e bro Ekuador e miz Genver, evel ma tispleg deomp.