Un devezh àr ar sport nammelezh e Diwan Gwened
Ne vez ket gwall aliez lakaet àr wel ar sportoù nammelezh… Padal eh eus ur bochad sportoù hag ur bochad sportourion ha sportourezed !
Un devezh dreist-ordinal oe aozet e skolaj-Lise Diwan Gwened… Kollectif handisport Mor-bihan zo deuet da gomz ha da gannig atalieroù d’ar skolajidi er 4vet klas.
Ar pal oe kizidikaat ar vugale àr ar sport evit an dud nammet. Ur labour bras zo bet savet a-houde penn komañs ar blez.
E-pad an atalier o deus dizoloet ar skolajidi ar basket dre gadorioù ruilh da skouer.
Ur reportaj get Yuna Kojan.