500 a dud o deus manifestet e Kemper evit difenn an deskadurezh Stad
Miliadoù a dud o deus manifestet e straedoù Breizh hiziv evit difenn an deskadurezh Stad. Skolaerezed ha skolaerien ar c'hentañ derez hag an eil derez dreist-holl, met ivez liseidi ha liseadezed. Goulenn konditionoù labour gwelloc'h a ra labourerien an deskadurezh Stad h hag ivez diskouez o disfiz ouzh o vinistrez nevez Amélie Oudéa-Castera ; hag o enebiezh ouzh al liveoù skoliata er skolaj hag ouzh an unwisk er skol...E Kemper e oa bet 500 a dud o tibunañ ar mintin-mañ.
Klevet ho peus Sklaerenn, Simon hag Erell a zo skolaerezed ha skolaer e Banaleg ha Molan. Seizh ha daou-ugent dre gant eus kelennerien ha kelennerezed an eil derez o doa graet harz-labour hiziv hervez ar sindikad Snuipp-FSU.