en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Dielloù e brezhoneg a zo miret dielloù departamant Penn-ar-Bed

Dielloù e brezhoneg a zo miret dielloù departamant Penn-ar-Bed

Ur weladenn eus an dielloù e brezhoneg miret e Kemper gant Dielloù departamant Penn-ar-Bed a oa aozet ar sizhun dremenet. A bep seurt dielloù, e galleg dreist-holl hag e brezhoneg a-wechoù, a vez resevet, kempennet, renket ha miret eno. Geriadurioù, levrioù, testennoù, sonerezh pe barzhonegoù war folennoù-nij, skritelloù...a bep seurt a vez miret eno. Unan eus teñzoriañ brasañ sevenadur Breizh a gaver eno : karnedoù dastum kanaouennoù ar Barzhaz. Met ivez al lizhiri bet resevet digant Kervarker a-berzh Fañch an Uhel. Muioc'h a ditouroù gant Françoise Goapper, a ra war dro kempenn an dielloù.

 

 

Un atersadenn gant Metig Jakez-Vargas. Gallout a reer sellet ouzh dielloù an departamant e levraoueg dielloù Penn-ar-Bed, eus al Lun d'ar Yaou. Ha niverelaet zo bet hollad ar Foñs Kervarker a c'heller sellet war lec'hienn dielloù an departamant.

 

 

Skeudenn : Al lizher ziwezhañ bet skrivet gant Fañch an Uhel da Gervarker. Eskemm lizhiri e galleg a raent. Setu al linennoù e brezhoneg : "Stourmomp, stourmomp ouzh ar gozhni a zo ponner war skoaz pep hini. yec'hed deoc'h".

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio