Ar Brezhoneg ur yezh keltiek ? Respond Herve Bihan d'an arkeologour Yannick le Cerf
Reuz a oa bet e Breizh da c’houde afer an diskouezadeg Keltiek pik goulennata. Ur pennad-skrid embannet gant Ouest-France en deus kaset dour d’ar milin en-dro. Embann a ra an arkeologour Yannig le Cerf n’eo ket Breizh ur vro keltiek, n’eo ket ar brezhoneg ur yezh keltiek ha zoken ez eus meur a vrezhoneg. War-se e vije a-du an holl yezhoniour anvenek en Europa. Gwir pe gaou, aet omp da c’houlenn digant ur yezhoniour anvenek justamant, Herve Bihan a zo arbennikour war ar brezhoneg hag istor ar yezhoù keltiek. Bet eo betek an hañv tremenet Kelenner ar skolioù meur e Skol-veur Roazhon 2, Rener ar gevrenn Brezhonek ha Keltiek ha rener ar gelaouenn skiantel Hor Yezh.
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel