Keleier ar vro d'ar gwener 12 a viz Genver 2024 - 8e30
Master MEEF war ar brezhoneg a glask studierien nevez
Diaes eo d'ar Stad kavout tud da vont da gelenner pe da gelennerez er mare-mañ. Un toullad abegoù zo d'an dra-se. Gwir eo ivez evit ar c'helenn e brezhoneg. Kar war glask braz emañ ar skolioù publik, da gaout tud gouest da gelenn en hentennoù divyezhek. An dud hag a oar ar mod da gomz brezhoneg gant ul live B2 da vihanañ, hag a zo gant ul live Aotregezh e forzh peseurt danvez a vefe, a c'hell heuliañ ar master MEEF ha tremen ar c'honkour. Ar master MEEF eo Master ar C'helenn, an Deskadurezh hag ar Stummañ. Bez zo deus ur Master MEEF da vont da gelenn e brezhoneg er skolioù kentañ derez, hag unan all da vont da gelenn er skolajoù ha liseoù. An daou anezho a zo lec'hiet e Sant Brieg, en INSPE. Kenurzhiet int gant Elisa Bleunvenn ha Cyril Mocquard...
Ur pennad-kaoz gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean
Treuzkas hon istor e Lise Tristan Corbière
Komzet vez kalz deus an energiezh nukleel er mare-mañ evel deus un diskoulm da broduiñ energiezh hep produiñ karbon. E Breizh padal n'eus kreizenn nukleel ebet da broduiñ tredan nukleel. Kar 50 vloaz 'zo e oa bet deus ur stourm braz spontus enep d'ar raktres sevel ur greizenn e Plougoñv, er C'hab Sizun. Dimeurzh e oa bet kinniget ur gaozeadenn etre daou stourmer a-enep kreizenn nukleel Plougoñ ha liseidi Tristan Corbière e Montroulez. Fabris Kadou, kelenner war ar brezhoneg el lise a zispleg deomp perak noa pedet Fañch an Henaff ha Jean Moalic.
Ur pennad-kaoz gant Maelys Poublanc deus Arvorig FM
Selaouit ar reportajoù amañ
Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :
- Bombezadeg Yemen gant SUA & Bro-Saoz
- Brezel etre Strolladoù broadelour palestinad ha Stad Israel : an FPLP a zo war an dachenn
- Stourm a-gevred al labourerien douar ha paotred an hent houarn e bro Alamgn
- Gouarnamant nevez e penn ar stad
- Emañ ar BBH o tutañ c'hoarierezed ampart da geñver ar marc'had goañv
Keleier embannet gant Anton Burel