War roudoù an enrolladennoù koshañ e brezhoneg
Da heul ur memor enklask diwar benn enrolladennoù koshañ e brezhoneg, reoù savet gant Léon Azoulay e 1900, e kendalc'h Tudi Crequer gant e labour enklask war an dielloù-son kozh e brezhoneg. Emañ bremañ o furchal e foñs dielloù Frañsez Vallée er BNF, Levraoueg broadel Frañs, e Pariz. Ouzhpenn 300 enrolladenn a zo er foñs-se. Kontañ a ra hiroc'h deomp diouzhtu.
Tudi Crequer a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Hag unan eus an dielloù son bet renablet gantañ a c'heller selaou dija war al lec'hienn Gallica neuze : hini Taldir Jaffrenou.