Keleier ar vro d'ar merc'her 10 a viz Genver 2024 - 8e30
- Ar Brezhoneg ur yezh keltiek ? Respond Herve Bihan d'an arkeologour Yannick le Cerf
Reuz a oa bet e Breizh da c’houde afer an diskouezadeg Keltiek pik goulennata. Ur pennad-skrid embannet gant Ouest-France en deus kaset dour d’ar milin en-dro. Embann a ra an arkeologour Yannig le Cerf n’eo ket Breizh ur vro keltiek, n’eo ket ar brezhoneg ur yezh keltiek ha zoken ez eus meur a vrezhoneg. War-se e vije a-du an holl yezhoniour anvenek en Europa. Gwir pe gaou, aet omp da c’houlenn digant ur yezhoniour anvenek justamant, Herve Bihan a zo arbennikour war ar brezhoneg hag istor ar yezhoù keltiek. Bet eo betek an hañv tremenet Kelenner ar skolioù meur e Skol-veur Roazhon 2, Rener ar gevrenn Brezhonek ha Keltiek ha rener ar gelaouenn skiantel Hor Yezh.
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel
- Enklask Tudi Kreker war an dielloù kozh e brezhoneg.
Da heul ur memor enklask diwar benn enrolladennoù koshañ e brezhoneg, reoù savet gant Léon Azoulay e 1900, e kendalc'h Tudi Kreker gant e labour enklask war an dielloù-son kozh e brezhoneg. Emañ bremañ o furchal e foñs dielloù Frañsez Vallée er BNF, Levraoueg broadel Frañs, e Pariz. Ouzhpenn 300 enrolladenn a zo er foñs-se.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas
Selaouit ar reportajoù amañ
Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :
- Stad ar brezel e Palestina
- Gabriel pennvinistr nevez gouarnamant ar Republik C'hall
- Prosez an archerien o doa taget Théo e Aulnais-sous-bois e 2017
- Afer Fañch 3.0 e Anjev
- kroget eo an dibennwerzh goañv
Keleier embannet gant Anton Burel