Avel em fenn - Lun 8 a viz Genver
Trouzusoc'h trouzus e za ar faskourion de vout er straedoù. E Bro Frañs met e Breizh ivez. Hag ar reuz bras a zo bet àr X (twitter-bet) e penn kommañs ar blez get embann ar gazetenn Pobl Breizh a skeudenna an afer ur wezh c'hoazh. Hervezh Anne Koadig eh eus mar a fenomen evit displegiñ an traoù, unan anehe kresk an tu dehoù pellañ dre ar votoù ivez. Ar blez mañ o deus sindikadoù zo a zepartamant Aodoù an Arvor krouet ar VISA 22: Vigilance et Initiatives Syndicales Antifascistes. Muioc'h geti, ezel er sindikad Solidaires e penn kommañs an abadenn. Un atersadenn get Tunvezh Wloeguen Grandjean (RKB).
Friko a vo anv ur predti savet get Yoann Ar Puilh ha Dylan Simon, muioc'h àr ar boued lipous alejet gete get Maëlle Ausias! (RKB)
Da adkavout ivez er podkast mañ: Maël Gwenneg rener FR3 Breizh àr abadenn Bali Breizh e Gwened, hag ar goustoù e kompagnunezh ar medisin-bet Alan Goulwen.
Un abadenn kaset get Enora Molac (Radio Bro Gwened), Keleier ar vro & ar bed get Tunvezh Wloaguen-Grandjean.