Keleier ar vro d'al lun 08 a viz Genver 2024
Ur radio e brezhoneg evit Breizh he fezh?
Ur radio e brezhoneg penn da benn, war live Breizh ! Setu un huñvre a zo gant ar vrezhonegerien ha brezhonegerezed dibaoe dekadoù a vloavezhioù. Met biskoaz n'eus bet deus ur radio na deus un tele e brezhoneg, o skignañ e Breizh a-bezh betekhen. Marteze koulskoude e teuio da wir dindan nebeutoc'h a amzer eget ar pezh a ijinemp...
Kar douget e vez er mare-mañ ur raktres gant rouedad ar radioioù kevredigezhiel. Anavezet e vefe ar radio-mañ « Radio Breizh », hag e vefe klevet e pep lec'h e Breizh. Alan Kloareg, prezidant Brudañ ha Skignañ, zo gant Tunvezh-Wlegen-Grandjean.
Ur c'haletezenn evit lidañ penn kentañ ar bloaz!
Setu echu gouelioù Nedeleg ha sur mat ho peus debret leiz ho kof ha marteze debret kaletez ar rouaned zoken e-pad an dibenn sizhun. Er Stal Kafe e Plouneour-Menez , e Menez Are, e vez kinniget ur gwastell keniget war al lec'h ha produoioù ar vro. E miz Ebrel tremenet e oa bet digoret al lec'h-se gant Angelina Beauvir, ul lec'h plijus e kreiz ar vourc'h, a ginnig produoù lipous e leiz hag ivez atalieroù arzel. Emañ gant Metig Jakez-Vargas.
Ar reportajoù zo da selaou amañ
Kinniget eo an abadenn geleier gant Erwan Blanchard.