en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Un ti magouri e brezhoneg en Oriant !

Un ti magouri e brezhoneg en Oriant !

Ar raktres-mañ zo douget get ur strollad he deus savet ur gevredigezh n’eus ket pell ‘zo !

Meur a bal a zo get an ti magouri kevredigezel-sen… Degemer ur bochad bugale ag ar vro, kar un diouer a dier-magouri a zo… Kaout ur spered liammet get talvoudegezhioù an ekonomiezh sokial ha kengred… Hag evel-just lakaat àr wel ar brezhoneg d‘ar vugale a zo bihan tout, ur chañs brav eo evit an divyezhegezh !

Kemer a ra skouer ti-magouri an Oriant ag ur raktres oe savet e Brest. Ur vagouri zo bet savet e Brest get ar gevredigezh Sked, anvet eo Jibidi. Yves Le Menn oe e karg ag ar raktres-mañ… Sikour a ra an ti magouri en Oriant ivez ! Eskemmoù zo etre paotr Brest hag a rgevredigezh en Oriant.

An ti magouri kentañ e brezhoneg e vehe en Oriant… Selaomp Séverine Inkerman, ezelez ag ar strollad a zoug ar raktres.

 

Ac’hantaouet eo bet an ti-magouri en Oriant get France Active a zo ur gevredigezh a soutenn ar raktresoù diàr-benn an ekonomiezh sokial ha kengred.

Ma faota deoc’h sikour an ti magouri da gavout ur lech’ pe ma peus c‘hoant bout a youl vat er gevredigezh e c’hallit monet e darempred gete dre ar bajenn facebook : ti magouri en Oriant  pe dre vail : magourianoriant@gmail.com !

 

Un atersadenn get Yuna Kojan.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio