en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ur sell war-gil war stourmoù ospitalioù gwengamp ha Karaez e 2023

Ur sell war-gil war stourmoù ospitalioù gwengamp ha Karaez e 2023

Start e oa bet ar jeu evit ospitalioù bihan ar vro e 2023 ; evel ospitalioù Gwengamp ha Karaez. Kinnig a reomp deoc'h ober ur sell war-gil war ar pezh a oa c'hoarvezet warlene. E miz C'hwevrer 2023 e oa bet manifestadeg kentañ ar bloaz evit difenn ospital Gwengamp, a zo e Pabu. D'ar mare-se e oa en arvar ar surjianerezh noz-deiz en ospital ha kaoz a oa da serriñ an ti gwilioudiñ 'blam d'ur vank a amiegezed. War an digarez-se en doa klasket renerezh an ospital hag an ARS serriñ ar servijoù-se, diwar-goust yec'hed an dud... Annie Bras-Denis, maerez Plouared oa e-mesk an dud a oa deuet d'an 13 a viz C'hwevrer da vanifestiñ evit difenn an ospital.

 

 

Ha trec'h e oa bet garaezianiz ha tud kreiz breizh ur wech ouzhpenn. Sinet e oa bet un emglev evit dazont ospital Karaez d'ar 27 a viz Here e prefeti Kemper a embann sklaer e chomo digor servijoù ar vedisinerezh, ar gwilioudiñ hag ar surjianerezh e Karaez. Met mankout a rae c'hoazh 13 medisin leun amzer arbennikat war an urjañsoù e ospital Brest-Karaez e miz Du tremenet ha reoliet eo ar mont-tre en urjañsoù abaoe.

N'eus ket bet araokadenn ebet avat evit ospital Gwengamp. N'haller ket gwilioudiñ eno ken evit poent ha reoliet eo ivez an urjañsoù. Ur vanifestadeg diwezhañ a zo bet e Gwengamp dirak burevioù an tolpad-kêrioù e fin miz Kerzu. Kendec'hel a raio komite skoazell ospital Gwengamp da stourm ar bloaz-mañ neuze.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio