Un Talbenn boutin enep ar faskouriezh e Aodoù an Arvor
Gwelet vez anezho muioc'h mui o kemer o flas er straedoù. An faskourien, e bro C'hall hag e Breizh ivez, a zo deus gwel an holl, hag alies int gant doareoù drouk. Ober a reont o mat deus tout kement darvoud a zo evit reiñ nerzh da o mennozhioù, hini ur gevredigezh dispartiet etre ar fransizen hag ar re n'int ket fransizen hag a zegas ar c'haos. E Aodoù-an-Arvor eo deuet da vezañ gwiroc'h e kerzh ar bloaz tremenet, dre benn d'ar raktres Horizon, al lec'h degemer repuidi e Kallag. Desachet 'n oe evezh hiniennoù deus an tu dehou pellañ o tont deus a bep lec'h. Dibaoe eo kresket fiziamant ar faskourien er vro. Skrivañ a reont traoù drouk war ar mogerioù ingal, a-enep d'ar yuzhevien, d'ar vuzulmaned, d'an estrenien pe c'hoazh d'an dud trans. Met gwashoc'h o deus graet c'hoazh pa int bet betek argadiñ gant armoù ur festival ha an ti emren La Serre e Sant Brieg.
Erruet eo poent neuze evit an dud da ober ar peadra, evit ma ne greskfe ket nerzh ar strolladoùigoù-se. Ar bloaz-mañ neuze o deus sindikadoù zo deus an departamant krouet ar VISA 22, Vigilance et Initiatives Syndicales Antifascistes. Ha pemzekteiz zo, eo un talbenn ledanoc'h ha boutin enep ar faskourien a zo bet krouet, gant meur a gevredigezh deus ar vro.
Anne Koadig, deus ar sindikad Solidaires, a zispleg deomp petra eo an diforc'h etre VISA hag an Talbenn, le « front commun » evel ma zo bet graet deuhoutañ e galleg.
E barzh an Talbenn boutin a-enep d'ar faskourien e vez kavet sindikadoù, evel Solidaires, strolladoù politikel evel la France Insoumise, mez ivez kevredigezhioù evel Youth for Climate, ar Planning Familh, Frañs Palestin Solidarité, Extinction Rebellion, ha strolladoù evel La Serre pe Queerland.
Ur pennad-kaoz gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.