en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar Vro d'ar gwener 29 a viz Kerzu 2023

Keleier ar Vro d'ar gwener 29 a viz Kerzu 2023

Kroashent Kerne : ul lec'h gouestlet d'ar brezhoneg e bro Gemper !

E savadur bet ti ar-re-gozh bet ar Brug, e Kemper, e vo degemeret kevredigezhioù a bep seurt hag a labour evit ar brezhoneg. En o zouezh e vo hunva Skolaj Diwan Jakez-Riou. Selaouit Erwann ar Berr, rener ar skolaj, AMAÑ.

Ur pennad-kaoz kaset gant Metig Jakez-Vargas.

 

Daou levr evit ar vugale e brezhoneg, da selaou !

Gant an ti embann Timilenn eo bet embannet "C'hwezigelloù an eñvor" ha "Farah a zo sot gant mangez". Daou levr bet enrollet gant an ti produiñ Kalanna, hag a c'heller selaou dre ur QR kod. Selaouit hiroc'h AZE.

Ur gelaouadenn kaset gant Anton Burel.

 

Ha da vezañ klevet er c'heleier-mañ c'hoazh :

- Bombezennet vez kêrioù e pep korn ar vro e Ukraina ar mintin-mañ. En evezh emañ ar vro en he fezh

- Daou vugel palestinad gwlazet degemeret gant bro C'hall evit ar wezh kentañ

- Aozet vez marc'hatadegoù e bro Ejipt da gavout un emglev etre Israel hag an Hamas

- Emañ arme bro Israel o pombezenniñ Rafah, e lec'h ma zo kantadoù a viliadoù a repuidi palestiniz

- Difennet eo Donald Trump da gemer perzh en dilennadegoù prezidant e Stad ar Maine er Stadoù Unanet

- Implijdi Abati Menez Mikel en Normandi a zo gant un harzh-labour didermen

- Difennet eo bet al lazhadegoù rinkined e Kaledonia Nevez gant ar justis

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio