Posubl eo roiñ laezh-vamm d’an ospitalieù !
Bep plez vez savet prantadeù kelaouiñ diàr-benn donezon ar gwad. Met ema posubl d’ar mouezed roiñ o laezh evit ar babigoù arall en ospitalieù ivez.
Laezh vez savet get embregerezhioù’zo ha posubl eo implijout anezhoñ… Met evit ar babigoù ganet re abred ema erbedet ar laezh-vamm.
Afer o deus an ospitalieù an danvez-sen kar gweave n'eo ket posubl d’ar mammoù sevel laezh ha roiñ o laezh d’o babigeù.
Setu perzh a ra Amélie Simon. Roiñ a ra he laezh d’he flac’hig, met re zo get ar vamm…. Neuzen e ya Amélie Simon da roiñ he laezh d’ur « lactarium » e Brest, en ospital.
Amélie Simon he deus dizoloet an donezon-sen get he c’hoar…. He c’hoar he deus bet ur babig ganet abred tre hag afer he doe laezh.
Evit roiñ laezh d’ur lactarium ema ret pellgomz dezhoñ. Un emvod vo savet goude, hag ar goulenneù zo ar memes evit ar re o deus c’hoant roiñ ar gwad. Goude-sen vez savet ur savadenn wad evit bout sur eh oc’h gouest da roiñ laezh.Dre internet vez posubl kavout an opsitalieù o deus ur lactarim evit roiñ donezonieù.
Un atersadenn savet get Yuna Kojan.