Keleier ar vro d'ar Yaou 21 a viz Kerzu da 8e30
Kondaonet eo bet Marc Hebert, bet unan eus pennoù bras ar sindikad FO ‘ba Penn-ar-Bed, gant lez-varn Brest dilun evit harellerezh seksel ha spered ‘ba sindikad FO. Ur c’hastiz a driwec’h mizvezh toull-bac’h gant c’hwec’h mizvezh start zo bet goulennet. E 2020 eo teir maouez bet implijet gant FO o doa douget klemm evit an abegoù harellerezh ‘vel pezh ‘neus displeget unan dioute, Lena, da Erwan Blanchard.
Cheñchamantoù bras a zo er mod da arc’hantaouiñ an Emglevioù bro. Bodet e oant dimeurzh ‘sambles gant Kevre Breizh a ra al liamm etre an emglevioù bro hag ar c’huzul rannvro evit evit lakaat ar gaoz war an dra-se. Ar mod da arc'hantaouiñ nevez a zo un doare evit ar rannvro da ingalañ muioc’h ar yalc’hadoù etre an 18 a emglev bro a lusk buhez sevenadurel Breizh. Selaouomp Dominig Rozeg diouzhtu a zo kengadoriadez Sked da lavaret eo ti ar vro Brest…
Holl reportajoù Keleier ar vro da selaou AZE
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- 32 departamant eus an tu-kleiz ne lakint ket e pleustr al lezenn war an divroañ
- Kondaonet eo bet an embregerezh louzeier Servier el lez-varn galv e afer ar Mediator
- Harz-labour a vo e ospital Dinan adalek miz dilun
- Astennet e vo an MAEC, trec'h eo al labourerien-douar bio
- Echu eo chanter an tourioù-avel e Bae Sant-Brieg
- Lez-varn Colorado he deus embannet ne c'hell ket Trump bezañ dilennet mui
- Ne roio ket ar Stadoù-Unanet ur skoazell arc'hant da Ukrenia
Keleier kinniget gant Metig Jakez-Vargas