Pesked mor Arabia kaset dre garr-nij d'an Oriant ?
Pesket vo kaset gant eus bro Oman, ur vro war vord mor Arabia, e-kichen Arabia Saoudad, an emirelezhioù arab unanet ha Yemen, betek porzh an Oriant. Fellout a ra da vro Oman sevel ur porzh pesketa 250 devezh-arat… Da lâret eo 5 gwech brasoc'h eget porzh Keroman. Sikour a raio porzh an Oriant da sevel ar porzh pesketa etrevroadel nevez-se e Duqm. En eskemm vo kaset pesket eus Oman betek an Oriant, da reiñ labour d’ar porzh. Enporzhiañ pesket n’eo ket un dra nevez evit porzhioù Breizh ha Bro C’hall… Met ar raktres-mañ a ziskouez e vank pesketaerien ha n’eus ket pesked a-walc’h e Porzh an Oriant. Fuloret eo an ekologourien eus un tu all rak kaset e vefe ar pesked dre girri-nij eus Oman betek an Oriant.
Selaouomp sell Alan Ar Sann, a zo arbennigour war ar pesketa hag ar porzhioù.
Klevet peus Alan ar Sann ouzh mikro Yuna Kojan. Ar gengevredad « Kêr Oman » a zo bet savet gant porzh an Oriant evit dougen ar raktres-se. Pec'henn eo eus 30 % eus al lodennoù en embregerezh a yay da sevel ar porzh e Duqm. Ar peurrest zo dalc’het get un embregerezh a sultaniezh Oman. Komañs a ray al labourioù eno e 2024.
Amnesty international en doa savet un enklask warlene diwar-benn ar c'honditionoù labour spontus a zo gant labourerien ar porzh e Oman.