en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Javier Milei, ur prezidant liberal mik evit Arc'hantina

Javier Milei, ur prezidant liberal mik evit Arc'hantina

'Benn an 10 a viz Kerzu e vo Javier Milei prezidant Arc'hantina da vat...O sevel e c’houarnamant emañ ar politikour eus an tu dehoù pellañ. Dilennet e oa bet Javier Milei e miz Du. Ar prezidant nevez ne gred ket e tommadur an hin… Liberal mik eo. Fellout a ra dezhañ lakaat liberalizañ muioc'h mui ekonomiezh ar vro-se…. Da lâret eo ne vefe ket reoliet ken ar marc’had gant ar Stad. Disklêriet en deus ivez ar politikour vefe skarzhet ministrerezhioù ’zo…. Pe c’hoazh skarzhañ ar pesos a zo moneiz ar vro evit lakaat an dollar amerikan e plas. Javier Milei neus prometet e-pad e brantad-kabaliñ vehe bihanaet c’hwezadur ar prizioù gantañ dreist-holl.

Yuna Kojan he deus aterset Andres Caseres zo o chom e Buenos Aires, kêr-benn Bro Arc’hentina.

Daoust hag eñ e oa dic’hortoz disoc’h an dilennadeg-se ? Respont a ra deomp diouzthu.

 

 

Andres Caseres, eus Bro Arc’hentina, oa doc’h mikro Yuna Cojean. Advouezhet eo bet e brezhoneg gant Janlug Ar Mouel, eus Radio Bro Gwened.

 

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio