Keleier ar vro d'ar 14 a viz Kerdu- 8e30 beure
Erru eo glas peizanted ar JA
E miz Du ‘oa bet cheñchet penn da banelloù kumunioù evel ni Penn ar C’hran ha Forest-Landerne da skouer. Un oberezh kaset gant ar beizanted yaouank, ar re JA, zo tost eus an FNSEA evit klask hejañ ar bolitikourien ha diskouezh dezho e ya war fallaat stad o micher. ‘Neus bet disoc’h ebet. Se zo kaoz ‘noant dibabet mont pelloc’h gant obererezhioù un tamm kaletoc’h nevez zo. Manifestiñ dirak gourc’hamadoù, mont e darempred gant ar brefeted : fell ‘rae dezho gourc’hemenn ar politikerezh war al labour-douar zo kaset er mare mañ. Muioc’h a displegadennoù gant Gwendal Paoli, ko-prezidant ar sindikad JA ‘ba kanton Kastell-Paol. Hervezañ, evit derc’hel ul labour-douar ‘ba Breizh ha Frans e ranker skanvaat al lodenn velestradurel ‘neunt da gas. Emañ gant Erwan Blanchard.
Muioc'h a vrezhoneg 'ba magourioù Roazhon
Roazhon eo ar gêr gant ar muiañ a vugale skoliataet en hentadoù divyezhek pe dre soubidigezh gant 944 a skolidi. N’eo ket fall evit kêr benn melestradurel Rannvro Breizh, padal, o keñveriañ gant an niver a skolidi dre vras, da lavaret eo ouzhpenn ugent mil bugel e welomp e c’heller mont pelloc’h c’hoazh. Justamant eo bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant ar vagouri Bisigoù a zo un ti liesdegemer a c’hell degemer ar vugale etre daou ha pevar bloaz. Emañ Bisigoù chouk da skol divyezhek Jacques Prevert. Gant-se e c’hell ar vugale kenderc’hel gant ar brezhoneg hep diaesamant ebet evit ar gerent. Mennet eo ar skipailh evit diorren plas ar brezhoneg er magouri selaouomp Erell a zo Edukatourez bugaligoù e Bisigoù … Ur reportaj gant Anton Burel.
Ar reportajoù zo da selaou amañ
Kinniget eo an abadenn geleier gant Bleuenn Le Lay hag Erwan Blanchard