en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'al lun 11 a viz Kerzu - 8e30

Keleier ar vro d'al lun 11 a viz Kerzu - 8e30

Pesked a vro Oman a vo degemeret en Oriant


Pesked a vo kaset gant Bro Oman betek an Oriant ! Un emglev a zo bet savet etre Porzh Keroman an Oriant ha sultaniezh Oman. Faot a ra d’ar vro sevel ur porzh pesketa 250 devezh-arat… Da lâret eo 5 wech muioc’h evit porzh Keroman. Dazont porzh an Oriant vefe teñval awalc’h hervez Alan Ar Sann, arbennigour war ar pesketa hag ar pozhioù e Breizh hag er bed.

 

Ur pennad-kaoz gant Yuna Kojan

 

Devezh etrebroadel ar gwirioù mab den e Pondi

« Daoust hag eo un ment isprizet ar yezhoù bro er wirioù mab den ? » Setu tem un daol grenn oa savet disadorn e Pondi. Devezh etrevroadel ar gwirioù mab den oa dalc’het dec’h. Un digarez oa da reiñ ur sell war plas ar yezhoù bro er bed, eus istor ar brezhoneg betek ar mod da gomz ur yezh e Bro Suis. Da gomz tro dro ar sujed-mañ oa tud arbenniket bras hag a zifenn ivez ar yehoù minorelaet pe nann-hegemonek…. Claudine Brohy, sokiologourez war ar yezhoniezh zo aet da Bondi eus Bro Suis. Ganti oa Rozenn Milin, arbennikaet war sujed al liesyezhegezh ivez.

 

Ur pennad-kaoz gant Yuna Kojan

 

Selaouit ar pennadoù-kaoz amañ.

 

Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :

Ar brezel etre strolladoù broadelour Palestina ha Stad Israel

- Raktres skol Diwan nevez e Orvez

- Echu eo an Transmusicale e Roazhon

- Disoc'hoù krogadoù melldroad an dibenn sizhun

 

Keleier embannet gant Anton Burel

 

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio