Avel em fenn - Meurzh 5 a viz An Azvent
Ar votez-koad staliet àr-dro kouzoug ar vugale a gomze ur yezh arall evit ar galleg er skol a vez anvet ar symbol (an arouez e brezhoneg ivez). Labouret he doa Rozenn Milin àr an ostilh-gwask-se a zo bet lakaet e plas e mar a vro en tu arall d'ar Frañs ivez.
Digoret eo ar gwerz kilometroù! Neventioù Ar Redadeg e kompagnunez gopridi ar gevredigezh Tifenn Siret Cyril Lelong ha Fulup Kere, da glevout a-hed ar sizhun goude ar c'heleier e Pennad-kaoz ar sizhun.
Adkavit ivez Carmen e Ladakh, er gronikenn Beajoù a zo bet klevet evit ur wezh, e plas Florent Grouin evit Brezhoweb (er adkavet e vo a benn Dimeurzh de zonet!).
Un abadenn kinniget get Enora Molac dre-eeun a studio RBG e Pondi, Keleier ar vro & ar bed get Yuna Cojean.